The Hitchhiker's Guide to the Galaxy

The Hitchhiker's Guide to the Galaxy (Sturlevr ar Bizmeutaer er Stergoumoulen) zo ur stirad fent ha skiant-faltazi savet gant ar skrivagner saoz Douglas Adams (1952-2011).

Boulc'het e oa bet gant un abadenn skingomz war BBC Radio 4 e 1978. Azasaet eo bet e stummoù all, hag aet eo d'un oberenn liesvedia etrebroadel. E-touez an azasadennoù ez eus pezhioù-c'hoari, pemp levr embannet etre 1979 ha 1992, ur c'hwec'hvet levr skrivet gant Eoin Colfer e 2009, ur stirad skinwel, ur c'hoari video war urzhiataer, ha bannoù-treset. Ur film zo bet produet gant Hollywood, er Rouantelezh-Unanet, deuet er-maez e miz Ebrel 2005. Gant Douglas Adams eo bet krouet ul lodenn eus an azasadennoù-mañ, al levrioù, ar stirad skinwel, ar c'hoari ha brouilhed film Hollywood en o zouez.

Eus an oberenn-mañ e teu ar Goulenn Veur diwar-benn ar Vuhez, an Hollved ha Pep Tra , a zo bet savet, hervez an istor, ouzh ur robot hollouiziek, en defe lakaet 7 milion a vloavezhioù ha hanter evit respont "42". Kement-se zo troet d'ur meme war an Internet, ha kavet e vez daveoù d'an niver-mañ en ur bern oberennoù all.


Developed by StudentB